Aber a embann ...
Aber a voe krouet er bloaz 2000 gant Pierrette Kermoal. Kelaouenn lennegel da gentañ – brezhonek gant diverradurioù saoznek – e voe embannet ingal e-pad 20 vloaz, betek an niverenn 82 e 2020.
Adal 2006 Aber a embann levrioù gouestlet dreist holl d'al lennegezh, evel ar gelaouenn : c'hoariva, romantoù, dastumadoù kevellennoù, kontadennoù, barzhonegoù, danevelloù, hag ivez arnodskridoù o tennañ d'al lennegezh ha d'an istor.
Adal 2014 un dastumadeg nevez, Aber-arallyezh, a ro bod da skridoù gallek, oberennoù diembann ha diviet Tangi Malmanche pergen.
Aber a embann testennoù liesseurt, anezho skridoù orinel, adembannadurioù oberennoù klasel al lennegezh vrezhon, troidigezhioù diwar yezhoù all…
Palioù Aber, ouzhpenn kendaoliñ da vrudañ ar yezh arnevez ha da reiñ dezhi lufr, zo broudañ ha diorren al lennegezh vrezhon hag he finvidikaat, war roudoù Gwalarn hag Al Liamm, ha dizoleiñ skrivagnerion nevez.