Aber a embann ...
Image
Dezanvadur
A-youl ar Gwent, arnodskrid gant Pierrette Kermoal diwar-benn Barzhonegoù, gant Roparz Hemon
Korf
Ha ne welez ket a-vern/E frailh ar voger aour a dorr,/Listri da huñvre war ar mor ?
Ur vag o skeiñ etrezek an donvor, an heol o vont da guzh. Ha setu ma tigor ar voger aour war weledigezh splann ur bed dianav… Mare bresk ha berrbad ar c’hrouiñ.
A-youl ar Gwent a ginnig d’al lenner dizoleiñ bed ar barzh hag e zodennoù diazez : an avel, an arvont, an troc’h, an digoradur, an hunvre, gwengeloù iwerzhonat adwelet, ar c'hloaz en e ene, hiraezh an harluad, hag ivez erotegezh barzhonegoù Gawain, ha, bepred, atersoù ar c’hrouer…
ISBN 978-2-916845-06-7
2009
258 p., 14x20, 15 €