Aber a embann ...

Image
Lennegezh Vreizh o tiwanañ – Levrenn I
Dezanvadur

Lennegezh Vreizh o tiwanañ – Levrenn I gant Pierrette Kermoal

Korf

Ar Barzhaz Breizh a verk ganedigezh al lennegezh vrezhon arnevez, e 1839. War-lerc’h Kervarker, a-hed an 19vet kantved hag en 20vet, eo bet savet, pazenn-ha-pazenn, al lennegezh a anavezomp bremañ, gant Lan Inizan, Tangi Malmanche, Yann-Bêr Kalloc’h, hag evel just Roparz Hemon ha strollad Gwalarn.

An arnodskridoù-mañ, dre zezrannañ oberennoù e-touez ar re bouezusañ, a dres pennlinennoù Istor lennegezh Vreizh.

Pierrette Kermoal he deus ergerzhet evel skrivagnerez gwenodennoù liesseurt al lennegezh : kontadennoù, kevellennoù, barzhonegoù…

Digoret he deus ivez al lennegezh vrezhonek d’ar skridvarnerezh, en ur blediñ gant testennoù diazez, re skrivagnerion Gwalarn pergen.

"Penaos, pegoulz ha gant piv eo digloret da vat lennegezh Vreizh avremañ ? Diwar div levrenn e tanzen Pierrette Kermoal he respont". Malo Boüessel-du-Bourg, AL LIAMM 449, 2021

ISBN 978-2-916845-54-8
2021
191 p., 14x20, 12 €