Aber a embann ...

Image
Lennegezh Vreizh o tiwanañ – Levrenn II
Dezanvadur

Lennegezh Vreizh o tiwanañ – Levrenn II gant Pierrette Kermoal

Korf

An eil Levrenn-mañ zo gouestlet da skrivagnerion GWALARN:  Roparz Hemon, Meavenn, Youenn Drezen, Jakez Riou ; e-ser dezrannañ oberennoù e-touez ar re heverkañ o deus savet, e tiskouez ar roll diazez a voe o hini e krouidigezh hon  lennegezh arnevez.

Pierrette Kermoal he deus ergerzhet evel skrivagnerez gwenodennoù liesseurt al lennegezh : kontadennoù, kevellennoù, barzhonegoù…

Digoret he deus ivez al lennegezh vrezhonek d’ar skridvarnerezh, en ur labourat war destennoù an 19vet kantved, ha re skrivagnerion GWALARN, ouzhpenn plediñ gant lennegezhioù arallvro.

ISBN 978-2-916845-59-3
2022
251 p., 14x20, 13 €