Aber a embann ...

Image
Liorzh al Lennegezh
Dezanvadur

Liorzh al Lennegezh, gant Pierrette Kermoal

Korf

En ur film brudet en e vare, e weled ur c'helenner oc'h erbediñ d'e studierion sevel war an daol, a-benn teurel war ar bed ur sell disheñvel.

Ur sell disheñvel war al lennegezh vrezhon, (hep na vo ret d'al lenner sevel war an daol, nemet e ve e blijadur), savboentoù nevezus : setu pezh a ginnig Pierrette Kermoal gant an daouzek arnodskrid-mañ, ma tiskouez penaos skrivagnerion e-touez ar re bennañ – Abeozen, Youenn Drezen, Roparz Hemon, Kervarker, Meavenn, Jakez Riou… – o deus meret en o oberennoù kudennoù loskusañ ar gevredigezh en o amzer… hag en hon hini.

ISBN 978-2-916845-01-2
2006
240 p., 14x20, 13 €