Aber a embann ...

Image
Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha hi seven c'hoazh)
Dezanvadur

Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha hi seven c'hoazh), barzhonegoù gant Yann Varc'h Thorel mellivadurioù gant Maël Vérot

Korf

"Ur mignon 'm eus e Beijing. Bihan-tre eo e di. Tri fezh zo ennañ. Bihan eo an daou bezh sko ouzh an hanternoz hag ouzh ar c'hreisteiz. Ken bihan all eo ar pezh kreiz. Ennañ avat e vev skrilhed. Poazhañ a ra riz da alej dezho e pladoù porselen Sina. Ha dour e skudelloù porselen ken bras hag ivin ho piz-bihan, livet warno bleunioù ha geotennoù… P'o devez debret hag evet o gwalc'h e kanont a-heligentañ. Amañ e Breizh e werzher er stalioù skrilhed a vagadoù d'ober boued d'an naeron ha da amprevaned all… Hiraez a vag skrilh va c'halon da di bihan va mignon."

ISBN 978-2-916845-30-2
Here 2015
85 p., 14x20, 12 €