Aber a embann ...

Image
Gwennva an Douar Glas
Dezanvadur

Gwennva an Douar Glas, deizlevr barzhoniel gant Sophie Tessier, brezhoneg gant Pierrette Kermoal

Korf

Nerzh garv un natur digabestr, kened voemus gweledvaoù dianav, strobinell mojennoù ha gwengeloù ar sevenadur inuit, sed a zizoloer e Gwennva an Douar Glas, bennozh da varzhonegoù ha skeudennoù Sophie Tessier.

Douget a-viskoazh d'al lennegezh, ha boemet gant hoal ar broioù norzhel, Sophie, a zo kelennerez war al lizhiri, he deus eztaolet he daou angerzh e Gwennva an Douar Glas Groenland est – diouzh an talbenn orin, diwanet diwar he eil chomadenn e Greunland.

Priz Lennegezh an Inizi evit ar Varzhoniezh, Eost 2013

"Barzhonegoù lakonek ha skedus a zeu gant Sophie Tessier, tost da fulennoù tapet war ar prim, hag a gouezh didrouz war ar bajenn evel malzennoù erc’h." AL LIAMM 401. — "He barzhonegoùigoù leun a gizidigezh zo bet lakaet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal en ur brezhoneg fromus ha tener." Gérard Cornillet, ArMen

ISBN 978-2-916845-22-7
Eost 2013
97 p., 14x20, 15 €