Aber a embann ...
An Antekrist, pezh-c'hoari gant Tangi Malmanche (adembannadur), rakskrid gant Morgan ar Menn
"Fontanella, a barrez Prat, /Bravañ mab a wiskas dilhad…"
…ha brasañ torfedour e vare ivez, mar kreder ar brud a c'hounezas – hag a drebad – ken e voe lesanvet "Ar Bleiz", pe "An Antekrist" gant ar boblañs spouronet. Gwerz ar Barzhaz-Breizh avat – ha n'eo ket bet dislavaret gant an istorourion – a zanevell ar garantez romantel a ziwanas etre Mari ha Gi Eder.
…Piv oa evit gwir Fontanella ? Douetañs ebet evit Tangi Malmanche, war a hañval : an Antekrist. Met… den an diac'hinad eo an aozour, a skriv Morgan ar Menn, hag an diac'hinad war al leurenn eo An Antekrist… Arabat fiziout war an diavaezoù !
E-barzh An Antekrist ez anad stil personel ha skedus Tangi Malmanche, koulz hag e emrended spered heverk.