Aber a embann ...

Image
Geriaoueg-vor teiryezhek
Dezanvadur

Geriaoueg-vor teiryezhek, gant Marsel Modir

Korf

Kabiten kentañ klas al listri kenwerzh eo bet Marsel Modir. Dek vloaz-pad en deus merdeet war vourzh lies listri (eoullistri, kargerioù diseurt, argoaler). Penn enklasker evit Bureau Veritas e Sant Nazer ha Paris eo bet ivez e-pad 7 bloaz o c'hounit skiant resis war al lestrsaverezh. E-bourzh bagoù dre-lien treset ha savet gantañ, en deus graet div wech tro ar bed e-ser 15 bloaz. An deskamant tapet gantañ hag e skiant-prenet zo kinniget amañ e brezhoneg, galleg ha saozneg gant tresadennoù  eeun ha fraezh.

ISBN 978-2-916845-53-1
Here 2020
95 p., 21x30, 15 €