Aber a embann ...
Image
Dezanvadur
Ar Priñs Bihan
Antoine de Saint-Exupéry
Brezhoneg gant Pierrette Kermoal
Korf
Setu deuet Ar Priñs Bihan en-dro !
Levenez vras eo adkavout — e brezhoneg ar wech-mañ — ar boulomig souezhus-se a oar gwelout un dañvad a-dreuz speurenn goat ur c'hased, ha dizoleiñ e kreiz ar gouelec'h, ur puñs heñvel ouzh hini ur gêriadenn.
Evel ar Priñs Bihan, e vagomp mignoniezh ouzh louarn bihan ar gouelec'h, ha fromet omp zoken gant ar rozenn lorc'hus, daoust d'he froudennoù. Met ken kaer eo !
Prest omp da heuliañ ar Priñs Bihan en e veaj a blanedenn da blanedenn ha da respont d'e c'houlenn : "Me ho ped, tres din un dañvad", daoust ma n'omp ket gwall varrek war an tresañ. Ar Priñs Bihan a gompreno.
ISBN 978-2-916845-64-7
Trede trimiziad 2024
96 p., 15.5x22, 18 €