Aber a embann ...

Image
Kevrin ha Marvailhoù
Dezanvadur

Kevrin ha Marvailhoù, Alan Brenn – Hoffmann – Boccaccio Digoradur gant Pierrette Kermoal ha Notenn gant Roparz Hemon. 
Alan Brenn a brest e bluenn da Hoffmann, Boccaccio ha… Roparz Hemon !

Korf

Diwar skridoù Hoffmann ha Boccaccio eo bet aozet e brezhoneg An Tasmant Dimezet ha pemp marvailh tennet eus an Dekamerone.

Ar Marv evit Breizh zo deroù ur romant na voe morse kaset da benn, siwazh, gant Alan Brenn, alias Roparz Hemon, a sinas gant an anv-pluenn-se an testennoù bodet el levr-man.

T   a   o    l   e   n   n

Alan Brenn ha Roparz HemonBoccaccio Ar Marvailher Italiat
    Ar Marv evit Breizh    Kentskrid    Maze a Lamporechio
Hoffmann    An Den Yaouank hag ar Gwazi    An Eostig
    An Tasmant Dimezet    Kern evit Kern    Ar Penn Touzet
ISBN 978-2-916845-07-4
Here 2011
111 p., 14x20, 11 €