Aber a embann ...

Image
Itron Varia Garmez
Dezanvadur

Itron Varia Garmez, romant gant Youenn Drezen (adembannadur)
Digoradur gant Pierrette Kermoal - Kentskrid gant Roparz Hemon

Korf

Pont-'n-Abad, e-kreiz ar bloavezhioù 30. An holl labouradegoù a serr, n'eus ket labour ken evit an dud. Penaos dienkañ ? Ha gallout a raio an arz reiñ adarre goanag ha fiziañs d'ar boblañs ? Paol Tirili a ouestl e amzer da gizellañ un delwenn eus Itron Varia Garmez. Ha dont a raio a-benn da reiñ korf d'e hunvre, arouez e feiz e madelezh ar vuhez hag e kened ar bed ?

Youenn Drezen (1899-1972) zo unan eus krouerion Gwalarn, hag eus al lennegezh vrezhon arnevez. Sellet e vez Itron Varia Garmez evel e bennoberenn.

ISBN 978-2-916845-16-6
Meurzh 2012
360 p., 14x20, 17 €