Aber a embann ...

Yezh hag Emsav, arnodskridoù gant Gwenael Maze
Penaos eo emdroet leviadurezh yezhel an Emsav a geñver gant dedroadur ar gevredigezh, en amveziadoù ar yezhlazh aozet gant ar Stad c'hall, emell an Iliz hag al luskadoù politikel ?
Penaos eo bet diorreet ar brezhoneg d'ar mare ma veze dilezet dre holl ? Pe werc'h zo dezhañ en ur vro peuz divrezhonekaet hag en ur bed o pennañ ouzh daeoù ramzel ?
An arnodskridoù bodet amañ, savet etre 1996 ha 2020, a glask sklaeriañ ar c'hudennoù-se ha lakaat a-wel talvoudegezh dreist hon yezh hiziv, diouzhtu, hag evit an dazont.
"Kement Breizhad kar e yezh, kement emsaver zo a rankfe lenn Yezh hag Emsav. Ober a reer anaoudegezh gant tud mennet hag o deus labouret a-lazh-ki evit unvaniñ ar yezh, uhelaat live yezh ar vrezhonegerien, diorren ar yezh azasaat anezhi diouzh ezhommoù ar bed o treiñ. […] Ur veaj eo Yezh hag Emsav. Ur veaj studi eus an awenusañ." Malo Boüessel-du-Bourg, AL LIAMM 450, 2022.