Aber a embann ...

Image
Marvailh an Ene Naonek
Dezanvadur

Marvailh an Ene Naonek, testenn 1939, pezh c'hoari gant Tangi Malmanche,  rakskrid gant Morgan ar Menn

Korf

Dibar eo Marvailh an Ene Naonek e-touez oberennoù Tangi Malmanche : ar pezh-c'hoari kentañ en deus savet eo, hag an hini diwezhañ moarvat ivez ; an hini nemetañ a leurennas e-unan ha ma c'hoarias. A-hed tost pergont vloaz eo distro war an oberenn-se, e galleg hag e brezhoneg.

Disheñvel-krenn diouzh maladur 1904 eo hini 1939, ha dibar eo istor an dornskrid : pa grede d'an holl e oa bet kollet da vat, eo bet dizoloet dre zegouezh gant Morgan ar Menn e-touez dielloù Herri Caouissin. Ar mouladur-mañ zo an hini kentañ e stumm ul levr.

Tangi Malmanche (1875-1953) zo unan eus brasañ dramaourion hon lennegezh, ha moarvat an hini orinelañ. Diaraoger da Walarn, emañ e-touez krouerion al lennegezh vrezhon arnevez. Ouzhpenn skrivañ evit ar c'hoariva, a oa evitañ ar genad lennegel diazez, e savas ivez kontadennoù, e galleg ar wech-mañ.

ISBN 978-2-916845-21-0
Eost 2013
83 p., 14x20, 13 €