Aber a embann ...

Image
Pirc'hirin ar menez
Dezanvadur

Pirc'hirin  ar  menez, romant gant Gunnar Gunnarsson 
Lakaet e brezhoneg gant  Pierrette Kermoal

Korf

"Ar gerzhadenn-mañ a oa evel ur varzhoneg hollgaer, desket dindan eñvor, hag a vane en ho kwad." Sed a soñje ar mesaer Benedikt, ar benndudenn, en ur vont etrezek ar menezioù goloet a erc'h, e skleur al loar hag ar stered.

Skoazellet gant e gi Leó hag e dourz Roc'h, ez a bep bloaz, da vare an azvent, da glask an deñved dianket, chomet war-lerc'h er menezioù, p'eo bet dastumet an tropelloù, en diskaramzer. Ar romant a zo danevell ar c'hlask-se.

Ur varzhoneg hollgaer eo an oberenn a-bezh, a lak levenez da ziwanañ e kalon al lenner.

Gunnar Gunnarsson (1889-1975 e Reykjavik) zo e-touez skrivagnerion veur Island en XXvet kantved. Barzh e oa, aozour kevellennoù ha romantoù niverus. E romant Advent (Pirc’hirin ar menez), embannet e 1936, a voe skrivet e daneg : dindan veli Danmark e oa c’hoazh Island er mare-se. Goude e voe embannet en islandeg, ha troet eo bet bremañ e meur a yezh. An darn vrasañ eus oberennoù Gunnar Gunnarsson a dremen en Island.

ISBN 978-2-916845-60-9
Here 2022
79 p., 14x20, 11 €